-
Pennaennoù an divyezhegezh abred
Etre 0 ha 7 vloaz e vez stummet ar galloud lavar gant ar vugale. Ur wech hepken e vez stummet ar galloud-se er vuhez.
Er c’heit amzer-se eo e pleustr ar vugale o skouarn hag o galloud da zistagañ sonioù. O mad a reont eus kement a c’hallont klevet evit en em stummañ, arnodiñ a reont hervez o endro.
Seul vui a sonioù disheñvel tro-dro d’ar vugale seul varrekoc’h o benveg distagañ ha klevout.
Pell a vezañ andon strafuilh, klevout meur a yezh a zo frouezhus ha spletus evit en em varrekaat.
-
An divyezhegezh, penaos?
Graet e vez skol war reolenn ar parded, da lavarout eo hanter amzer e brezhoneg hag an hanter all e galleg.
Heñvel-mik eo ar programmoù hag al levrioù-skol ouzh re ar c’hlasoù all. Gant TES, ur skourr eus ar KRDK e vez graet hag embannet ostilhoù pedagogel e brezhoneg hag a vez alies-mat troidigezhioù eus dornlevrioù gallek.
Perzh a vez kemeret e buhez ar skol koulz gant skolidi an hentad divyezhek ha skolidi ar c’hlasoù unyezhek.
Ar reol eo an divyezhegezh e-touez ar 46 milion a Europeaned hag a ra ingal gant ur yezh rannvro pe bihanniver.
66500 skoliad a dape deskadurezh dre ur yezh rannvro e Frañs e 2012/2011 e-barzh servij publik an deskadurezh.
-
Perak ar brezhoneg
En un doare poellek ha broudus e vez desavet ar vugale e div yezh pa denn ar yezh d’an endro trivliadel ha kulturel.
Anat eo deskiñ ar yezh nes, hini ar familh pe ar c’horn-bro m’emeur o chom.
E Breizh eo ar brezhoneg an eil yezh komzet ar muiañ goude ar galleg. Gwelet ha klevet e vez en anvioù-lec’h, en anvioù-den, er skinwel, er skingomz er genrouedad, en embann.
N’eus mann ebet a ziboell eta o teskiñ brezhoneg e-skoaz ur yezh estren.
E familhoù zo ez eo ivez un doare da greñvaat al liammoù etre ar rummadoù. Tud-kozh a-leizh a zo a vourr komz brezhoneg gant tud yaouank ha re vihan...
-
Aesoc’h ober berzh er skol
Pourvezetoc’h en em gav pakad fonetek ha yezhadur ar vugale abalamour d’ar c’hemm etre ar galleg hag ar brezhoneg.
An embreg a vez en ur zeskiñ div yezh a dalvez d’ar vugale d’en em varrekaat war ar yezhoù (galleg, brezhoneg...) ha kement yezh o devo tro da zeskiñ. Dre ar c’hoari keñveriañ ez eo barrekoc’h da zielfennañ ar yezhadur hag ar gerioù.
Lakaet ez eus bet anat ivez gant studiadennoù e wella an embreg-se ar varregezh da gompren an traoù difetis. A gentañ renk eo ar varregezh-se er matematikoù da skouer. Gwelloc’h e vez disoc’hoù ar vugale zivyezhek en danvez-se eget re o c’hamaladed unyezhek.
-
Ar spletoù
Un digoradur spered ha puilhded sevenadurioù lies adakel an oad tenerañ.
Ur pedadogiezh a-zoare.
Un aezamant evit deskiñ yezhoù.
Ur gomprenidigezh welloc'h eus an dud hag eus ar vro zo en-dro dezho.
Aesaet an darempredoù etre ar rummadoù.
Un digor d'an divyezhegezh ha d'ar brezhoneg evit an holl. -
Ar goulennoù
Ne ouzon ket brezhoneg, un diaester eo ?
N'eo ket ret da dud ar bugel gouzout brezhoneg.
Kalz eu ar skolidi a zo eus familhoù divrezhonek, a-orin eus rannvroioù all pe broioù all gwech a vez.
Ha ne vo ket ar brezhoneg ur garg ouzhpenn evit ma bugel?
Ne vo ket! Evel ar galleg e vo desket ar yezh tamm-ha-tamm adalek ar c'hlasoù-mamm. Desket e vez dre ar brezhoneg n'eo ket un danvez ouzhpenn.
Hag ar yezh vev estren?
Evel ma vez desket er c'hlasoù unyezhek e vez desket ar yezh estren er c'hlasoù divyezhek brezhoneg-galleg er memes doare.Pa zeu ar vugale er bed o deus peadra evit deskiñ komz meur a yezh, lakaomp ar varregezh-se da vleuniañ en-naturel.
-
Ar brezhoneg
Ur yezh keltiek eo evel an iwerzhoneg, ar c'hembraeg hag ar c'herneveureg. Dre voaz e troc'her Breizh etre daou, Breizh-Izel, diouzh un tu, ma vez komzet brezhoneg a-gozh, ha Breizh-Uhel diouzh an tu all, ma vez komzet gallaoueg a-gozh. Ar "vevenn"-se zo o vont da get tamm-ha-tamm abalamour da fiñvadeg an dud hag ar gomzerien e 5 departamant Breizh.
Startijenn zo gant ar sevenadur brezhonek eus an embann (etre 80 ha 90 titl bep bloaz, an internet, ar c'hampoù vakañsoù, ar pezhioù-c'hoari, ar sonadegoù betek ar c'hleweled...
Eus ar c'hentañ eo gouzout brezhoneg evit kavout labour e Breizh en deskadurezh, er buheziñ, en touristerezh, en implijoù evit ar familhoù, e gennad ar vugaleaj hag ar vugale vihan, e gennad ar vezegiezh sokial, h.a.h.a