Historique

  • Istor berr ar c'helenn brezhoneg ha dre ar brezhoneg e servij publik an deskadurezh

    1951 Lezenn « Deixonne » a ro an tu da zeskiñ brezhoneg evel danvez war zibab ha da lakaat un arnodenn diret er vachelouriezh. 1979 Kroudidigezh ar gevredigezh Ur strollad kerent a ra o soñj en em vodañ ha krouiñ kevredigezh Tud Skolidi evit ar C'helenn Brezhoneg er Skolioù Publik (APEEB) 1982 Kelc'hlizher SAVARY n°82-201 eus 21 a viz Mezheven 1982 Aotreiñ a ra troadañ ar c'helenn divyezhek brezhoneg galleg er skolioù publik. Digoradur ar c'hentañ klas divyezhek e skol Sant-Riwal (29). Da heul e vo graet e skol ar Frankiz e Roazhon hag e Sant-Roch e Lannuon en distro-skol 1983. 1987 FLAREP Div yezh Breizh, diwar goulenn Ikasbi, a gemer perzh e krouidigezh Kevredad ar Yezhoù Rannvroel en Deskadurezh Publik 1992 War vicherelaat ez a ar gevredigezh C'hoant gant an izili da ober un ostilh frammet eus ar gevredigezh e gourc'hemenn an emsav da grouiñ. Divizet ez eus bet neuze enfredañ ur sekretourez. 1994 2il goprad ha servij nevez Ober a ra ar gevredigezh he soñj da gendelc'her gant hent ar micherelaat hag enfredañ a ra un 2il goprad evit skoazellañ tud ar vugale da c'houlenn digeriñ klasoù divyezhek e servij publik an deskadurezh. 1995 Kelc'hlizher «Bayrou » n°95-086 eus ar 07.04.1995 ...

  • div yezh

    Un emsav kevredigezhel … Div yezh Breizh zo ur gevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhoneg ha dre ar brezhoneg er skolioù publik. Div yezh Breizh zo ur gevredigezh hervez lezenn 1901 enni un d ...