div yezh Breizh

Sadorn 11
a viz Kerzu 2022
9e30-4e g.m
e PLEÑVER-PLENUER

Sal liesimplij - Pleustrva - ar Groez Ven
Straed al Lenno 56400 PLEÑVER-PLENUER

Inscription en ligne avant le 6 décembre

(contactez-nous au 02 56 35 51 21 ou par mail, nous vous communiquerons les liens pour accéder à l'inscription en ligne)

Sadorn 11 a viz Kerzu 2021

Emvod Meur div yezh Breizh

Kerent ker,

An holl ac’hanomp en deus great choaz an hentad divyezhek brezhoneg -galleg pe dre zibab er skol bublik evit hor bugale. Da heul ar choaz-mañ ha peogwir an emzispakañ ha perzh-mat ar vugale er skol zo liammet ouzh kalite an diviz a vez etre oberourien ar skol, ar skolaj, al lise hag ivez ouzh engouestl ar gerent evit ambroug o bugale er vuhez skol, ez eo deomp, evel kerent skolidi, da gas da benn ar raktres desavadurel ha yezhel er servij publik an Deskadurezh Stad.

 

Emvod-Meur div yezh Breizh eo an emgav bloaziek hag a ro digarez d’hec’h izili a orin eus ar 5 departamant Breizh d’en em gavout ha da welet perzh ur rouedad evel hon hini a-benn difenn kalite ar c’helenn brezhoneg (divyezhek ha dre zibab) er servij publik an Deskadurezh a vez ennañ 21 pôl (201 skol > 39 skolaj > 7 lise) war dachenn an 2 akademiezh, 2 rannvro, 5 departamant.

Kreñv eo ar rouedad div yezh gant ur c’hant kevredigezh lec’hel ezel eus ar gevredigezh rannvroel, div yezh Breizh, o vodañ war-dro 1700 ezel. A-benn kreñvaat an dileuriañ war an tiriadoù, an doare nemetañ da suraat heuliañ an oberoù da gas war-raok war an 21 pôl, eo mil a-bouez engouestl tud ar skolidi. Brasaat  ha kuitaat ar skol a ra ar vugale, hag o zud ivez pezh a dalv eo ret reneveziñ ar skipailhoù. Div yezh Breizh a anavez mat an dalc’h-mañ hag e c’halv izili da gregiñ e-barzh en ur lakaat o anv er C’huzul-Merañ…seul niverusoc’h seul efedusoc’h da vont war-raok ha pell!

Ar prezidant, ar bezprezidanted.ezed hag izili ar C’huzul-Merañ a bed ac’hanoc’h da gemer perzh e Emvod meur ordinal div yezh Breizh, kevredigezh rannvro tud ar skolidi evit ar c’helenn brezhoneg hag e brezhoneg er skol bublik a vo dalc’het d’an 11 a viz Kerzu e PLOEMEL (56) eus 9e30 betek 4e g.m., sal ar Groez ven.

Pour y participer, contactez-nous au 02 56 35 51 21 ou par mail, nous vous communiquerons les liens pour accéder à l’inscription en ligne, avant le 6 décembre.

Na zisoñjit ho maskl ha diwallit ouzh ar jestroù herzhel

 

Roll-labour :

9eur         Degemer gant kafe, te ha lipouserezh (poent war an emezelladennoù)

9e30         Kinnig ar Raktres Kevredigezhel

9e40         Kinnig an Danevell Vuhezel 

9e50         Kinnig an Danevell Arc’hant

10eur       Kinnig an Danevell Oberiantizoù

10e20      Termeniñ an Henchañ

11e15      Dilenn ar C’huzul-Merañ  (Kuzul-merañ ur gevredigezh eo framm an divizoù. E garg eo dileuriañ  holl izili ar gevredigezh:1700 ezel war ar 5 departamant Breizh.ober a ra war-dro ren ha merañ buhez ar gevredigezh.E galloudoù a vez termenet gant e statudoù) Dilenn ar Burev a vo graet da vare KM ar 15/01/2022 e Rostren (Ar burev a ra war-dro ar merañ bemdeziek eus ar gevredigezh ha lakaat e pleustr an divizoù kemeret en Emvod Meur ha gant ar C’huzul-Merañ).

12eur       Ar gaoz d’an dilennidi bezañt

PRED        Er preti Le comptoir d’Auray (40 Av. de l’Océan, 56400 An Alre) dre virout hag o kinnig ur Pass yec’hedel, pe en ur zegas e damm voued pe en ur prenañ war al lec’h.

2e30         Kaozeadenn diwar-benn emdroadur statudoù div yezh Breizh. Pal ar mare-mañ eo reiñ lañs d’ul labour adkempenn statudoù div yezh Breizh a-stroll gant ar c’hevredigezhioù lec’hel o tennañ kont eus al labour diabarzh kentañ kaset da benn gant ar gevredigezh rannvroel gant ar pal d’hen ginnig da vat evit emvod-meur 2022 a-benn lezel amzer d’ar c’hevredigezhioù lec’hel div yezh da eskemm ha d’ober o soñj.

4eur         Klozadur an Emvod-Meur