Kevredigezh tud skolidi abaoe 1979

Div yezh Breizh zo ur gevredigezh hervez lezenn 1901 enni un dek kevredigezh lec’hel ha pevar-ugent  hag a vod tremen 1000 familh ezel dasparzhet e Breizh a-bezh. Tud a youl vat eo kargidi div yezh Breizh, ken el live rannvroel ken el live lec’hel, skoazellet gant 2 gopradez. E-doug ar vodadeg-veur vloaziek e vez spisaet he durc’hadurioù ha dilennet he c’huzul-merañ. Hemañ, dindan renerezh ar prezidant, a genurzh hag a laka politikerezh ha strategiezh div yezh Breizh er pleustr.

Div yezh Breizh zo ur gevredigezh tud skolidi en deskadurezh publik ha, dre se, ez eo tomm ouzh pennaennoù al laikelezh. N’eo stag ouzh relijion ebet, sindikad pe strollad politikel ebet. Ar gevredigezh a lavar groñs ar ret m’eo da zoujañ ouzh dinded ha talvoudegezh pep den, ar frankizoù diazez, peurgetket hini liesseurted ar yezhoù hag a zo unan eus elfennoù priziusañ glad sevenadurel ar bed. Berzañ a ra kement ersav pe prezeg gouennelour hag estrengas pe o vrudañ an ezperzhiañ.