Evit bevañ e brezhoneg, cheñchomp ar Vonreizh !
Bodadegoù d'ar 1añ a viz Even dirak ar prefetioù hag an isprefetioù
1añ a viz Even- 10e30-11e30
E miz Mae 2021 e oa bet votet al lezenn evit gwareziñ glad ar yezhoù rannvro hag o diorren, anvet “lezenn Molac”, hag a oa bet freuzet kerkent un darn anezhi gant Kuzul ar Vonreizh.
Abaoe, ur meizadur strizh eus mellad 2 ar Vonreizh (a embann peurgetket ez eo galleg yezh ar Republik) a gendalc’h da vezañ enebet bewech ouzh kement araokadenn posubl evit hor yezhoù, hag an diaesterioù a vez lieskementet.
Ne c’hell ket hor yezhoù bevañ en disurentez-se. Ezhomm o deus ne vefe ket lakaet e kont ar pezh a zo bet savet betek-hen. Ezhomm o deus e vefe kreñvaet o raktresoù da zont. Ezhomm o deus ur surentez lezennel a c’houlenn ur cheñchamant er Vonreizh adal bremañ.
Gervel a ra neuze ar c’henstroll Evit ma vevo hor yezhoù d’en em gaout a-stroll e bro Euskadi, e Breizh, e bro Elzas, e Katalonia, e bro Okitania hag e kement lec’h all e kont d’ar Sadorn 1 añ a viz Even 2024 evit goulenn ur cheñchamant er Vonreizh bremañ evit ma c’hellfomp bevañ en hor yezhoù !
Aodoù-an-Arvor
Penn-ar-Bed
Il-ha-Gwilen
Liger-Atlantel
Morbihan