div yezh Breizh

Evit bevañ e brezhoneg, cheñchomp ar Vonreizh !

Bodadegoù d'ar 1añ a viz Even dirak ar prefetioù hag an isprefetioù

1añ a viz Even- 10e30-11e30

E miz Mae 2021 e oa bet votet al lezenn evit gwareziñ glad ar yezhoù rannvro hag o diorren, anvet “lezenn Molac”, hag a oa bet freuzet kerkent un darn anezhi gant Kuzul ar Vonreizh.

Abaoe, ur meizadur strizh eus mellad 2 ar Vonreizh (a embann peurgetket ez eo galleg yezh ar Republik) a gendalc’h da vezañ enebet bewech ouzh kement araokadenn posubl evit hor yezhoù, hag an diaesterioù a vez lieskementet.

  • Statud an anvioù Fañch, Iñaki, Aña, Artús n’eo ket bet sklaeraet c’hoazh hag ar frankiz da
    zibab ranganv hor bugel gant un arouez “diakritek” a vez lakaet e kont bepred.

  • Ar strollegezhioù publik a fell dezho diorren implij hor yezhoù en ensavadurioù a zo bet tamallet bewech hag o divizoù dizarbennet gant ar C’huzul Stad pe al lez-varn melestradurel (Polinezia c’hall, kumunioù katalan Elne, Port-Vendres, Amélie-les-Bains ha Tarerach, Strollegezh tiriadel Korsika, anaoudegezh kenofisiel ar c’hreoleg e Martinig)

  • Stad ar c’helenn a ya war washaat gant :
    • “ankounac’h” ar yezhoù rannvro da geñver adaozioù ar skolaj, adaozioù al lise, “kenstok ar gouestoni” ha bremañ da geñver adaoz stummadur ar vistri;
    • o steuziadur diouzh amprouennoù ar vachelouriezh ha n’eo nemet dre ar stourm n’eo ket bet graet kemend-all evit ar Breved er bloaz-mañ.
    • an diouer a bleustr evit kelenn ar yezhoù rannvro d’an holl skolidi en tiriadoù a garfe, evel m’eo enskrivet e lezenn 2021, rak n’eus tamm peadra ebet ouzhpenn a-berzh minister an Deskadurezh Vroadel evit aotren tizhout ar pal-se.
    • Evezhiadurioù Kambr rannvro Breizh ar c’hontoù o verkañ diasurded lezennel kelc’lizher an Deskadurezh Vroadel e 2021 (a zo sañset gwareziñ ar c’helenn dre soubidigezh, da heul distaol Kuzul ar Vonreizh) pa c’hell bezañ lakaet e kont forzh pedavare gant kement gouarnamant nevez.
    • An nann-gevratiñ gant Scola Corsa hag a adnevezadur ar c’hevratoù gant Seaska ha Diwan.

Ne c’hell ket hor yezhoù bevañ en disurentez-se. Ezhomm o deus ne vefe ket lakaet e kont ar pezh a zo bet savet betek-hen. Ezhomm o deus e vefe kreñvaet o raktresoù da zont. Ezhomm o deus ur surentez lezennel a c’houlenn ur cheñchamant er Vonreizh adal bremañ.

Gervel a ra neuze ar c’henstroll Evit ma vevo hor yezhoù d’en em gaout a-stroll e bro Euskadi, e Breizh, e bro Elzas, e Katalonia, e bro Okitania hag e kement lec’h all e kont d’ar Sadorn 1 añ a viz Even 2024 evit goulenn ur cheñchamant er Vonreizh bremañ evit ma c’hellfomp bevañ en hor yezhoù !

Al lec’hioù emvodañ e Breizh

Prefetioù hag is-prefetioù

Aodoù-an-Arvor

  • Gwengamp : 34 straed ar Marichal Joffre
  • Lannuon : 9 straed Joseph Morand
  • Sant-Brieg : 3 plasenn ar Jeneral de Gaulle

Penn-ar-Bed

  • Brest : Skwar Alphonse Juin
  • Montroulez : 9 bali ar Republik
  • Kemper : 42 boulouard Dupleix

Il-ha-Gwilen

  • Redon : plasenn ar Jeneral de Gaulle
  • Roazhon : 3 straed Martenot

Liger-Atlantel

  • Naoned : 6 kae Ceineray

Morbihan

  • An Oriant : kae Rohan
  • Pondi : 8 straed François Mitterrand
  • Gwened : 10 plasenn ar Jeneral de Gaulle

Dans les réseaux sociaux

Les médias
en breton

Portes Ouvertes 2026

Quoi de mieux qu’une rencontre avec l’équipe pédagogique et les familles pour se faire une idée d’une scolarité en bilingue breton-français dans une école publique

Entrée dans
la danse !

Les associations Div Yezh du réseau d’enseignement bilingue à l’école publique participent à la vitalité de la culture en organisant de nombreux évènements