Div Yezh Breizh

d’ar Sadorn 11 a viz Even
9e30-16e30 e S. Ervlan

Kreizenn Sokiosevenadurel Ar Sav-heol
Sal Saphir
44 straed ar Gwenn 44800 S. ERVLAN

Inscription en ligne

(contactez-nous au 02 56 35 51 21 ou par mail, nous vous communiquerons les liens pour accéder à l'inscription en ligne)

Assemblée Générale 2022

d’ar Sadorn 11 a viz Even 2022

Emvod meur div yezh Breizh

Chers parents,

Emvod-Meur div yezh Breizh eo an emgav bloaziek hag a ro digarez d’hec’h izili a orin eus ar 5 departamant Breizh d’en em gavout ha da welet perzh ur rouedad evel hon hini a-benn difenn kalite ar c’helenn brezhoneg (divyezhek ha dre zibab) er servij publik an Deskadurezh a vez ennañ 21 pôl (201 skol > 39 skolaj > 7 lise) war dachenn an 2 akademiezh, 2 rannvro, 5 departamant.
Kreñv eo ar rouedad div yezh gant ar 103 c’hevredigezh lec’hel ezel eus ar gevredigezh rannvroel, div yezh Breizh, a vod war-dro 1700 ezel hag e konter en distro-skol mañ 9821 skoliad en hentad divyezhek 3262 evit ar brezhoneg dre zibab.

Ar prezidant, ar bezprezidanted.ezed hag izili ar C’huzul-Merañ a bed ac’hanoc’h  da gemer perzh e Emvod meur ordinal div yezh Breizh adalek 9e hanter

Pour y participer, contactez-nous au 02 56 35 51 21 ou par mail, nous vous communiquerons les liens pour accéder à l’inscription en ligne.

Roll-labour :

9eur         Degemer gant kafe, te ha lipouserezh (poent war an emezelladennoù)

9e30         Kinnig ar Raktres Kevredigezhel

9e40         Kinnig an Danevell Vuhezel 

9e50         Kinnig an Danevell Arc’hant

10eur       Kinnig an Danevell Oberiantizoù

10e20      Termeniñ an Henchañ

11e15      Dilenn ar C’huzul-Merañ ur gevredigezh eo framm an divizoù. E garg eo dileuriañ holl izili ar gevredigezh : 1700 ezel war 5 departamant Breizh. Ober a ra war-dro ren ha merañ buhez ar gevredigezh. Dilenn ar Burev a vo graet e Rostrenn da-geñver arc’hentañ KM war-lerc’h, d’un deiz a zo da vezañ lakaet c’hoazh, etre ar 25/06/2022 hag an 09/07/2022.

12eur       Ar gaoz d’an dilennidi bezañt

12e30       Emgav kelaouiñ
 
PRED       Pred yen klok war blas, 15€, da virout, peotramant dont gant e bred, pe prenañ peadra da zebriñ er c’hoñversoù tro-war-dro.

 

2e30         Termeniñ an Henchañ evit 2022-2023

3e30       Kinnig ar raktres diwar-benn statudoù nevez Div yezh Breizh, o vont war-du ur C’hevread kevredigezhioù. Displegañ abalamour da betra eo deuet ar raktres-se. Kinniget e vo ur pennad eskemm evit laoskel an holl da intet petra eo an dalc’hoù hag ar pezh a zeufe diwar ar cheñchamantoù-se en hor statudoù.

4eur         Klozadur an Emvod-Meur

Dans les réseaux sociaux

Les médias
en breton