div yezh Breizh

Ar c’hinnig lezenn evit ar yezhoù rannvro savet gant Paul Molac zo bet votet !

Kemennadenn 08/04/2021

Gant 242 mouezh a-du, 76 a-enep(evit 323 mouezh diskleriet war 342 bezant), ar melladoù ouzhpennet gant ar Sened,pe vefent bet dalc’het pe get gant ar c’homision zo bet holl votet.

Gant ar votadeg « kenfurm-mañ » ez eo fin an argerzhadur lezennel evit ar PPL, a ranko c’hoazh bezañ sellet a-dost gant ar C’huzul Bonreizhel evit bezañ lakaet e pleustr.

Un devezh istorel eo evit ar c’helenn brezhoneg/e brezhoneg hag evit hor yezhoù rannvro e servij publik an deskadurezh , war an dachenn broadel a-bezh.Al lezenn-mañ a laka war wel ar bedagogiezh divyezheg ha gwellentez an treugadoù a ro tu da dizhout parelezh ar barregezhioù yezhel brezhoneg-galleg hervez doareoù disheñvel.Emaomp o vont da labourat hardizh hiviziken evit ma vefe an hollegañ eus ar c’helenn brezhoneg/e brezhoneg e servij publik an deskadurezh ur gwirvoud splann evit an holl familhoù eus Breizh tomm o c’halon ouzh ar skol bublik,skol ar Republik.Degemer al lezenn gant ar dilieuridi broadel a zo diazez un argerzh ret a-benn adsevel liammoù etre ar Stad C’hall ha yezhoù Frañs.

Saludiñ a reomp labour ar c’hannaded o deus kredet el labour-mañ, an eskemmoù a-live a zo bet e-pad an tabutoù er Vodadeg hag er c’homision an aferioù sevenadurel hag an deskadurezh a ziskouez splann e oa c’hoanaet ha gortozet al lezenn-mañ, gant ar muianiver frank.Div yezh Breizh a ginnig he gwellañ gourc’hemennoù d’an holl re o deus kenlabouret abaoe meur a viz e-diabarzh ar c’henstroll broadel Evit Ma Vevo Hor Yezhoù deus un tu ha nevez zo e diabarzh ar c’henstroll rannvroel Unanet evit ar Brezhoneg hon eus kensavet a-benn bodañ an holl obererien e Breizh.Erfin omp lorc’h eo bet difennet ar raktres lezenn-mañ gant prezidant kozh div yezh Breizh hag a oar mat pegen a-bouezh eo perzh ar skol bublik a-benn kas war-raok ar pezh-mell labour-mañ hir hag entanus da frammañ kelenn hor yezhoù er skol bublik, evit suraat e dreuskas, e drebaderezh hag e implj er vuhez sokial.

Deomp de’i !