Div Yezh Breizh

Unanet evit ar c'helenn brezhoneg

Sadorn 13 a viz Meurzh 2021 e Kemper

Kendivizad Stad-Rannvro war ar c’helenn yezhoù Breizh :

goulenn a ra ar c’hevredigezhioù ur c’henemglev uhelek bremañ diouzhtu !

Tolpet e oa ar c’hevredigezhioù Diwan, Div yezh Breizh, Kelennomp, ha sindikadoù SNES-FSU ha CFDT-FEP e Rostrenenn dimeurzh evit eskemm war an diaesterioù bevet en eil derez evit kelenn ar brezhoneg pe e brezhoneg. Nec’het eo ar c’hevredigezhioù hag ar sindikadoù gant stad kalite ar c’helenn brezhoneg met ivez gant ar fed n’eus ket peadra evit treuzkas ar brezhoneg er c’helenn divyezhek met ivez er c’helenn brezhoneg diret. N’eo ket hepken ar skolajoù Diwan zo bet tizhet gant kudennoù evit kelenn ar yezh nevez zo ouzhpenn.
 
Kelaouet int bet ‘barzh ul lizher kaset d’an 2 a viz Meurzh gant prezidant Kuzul rannvro Breizh e oa stanket ar c’hendivizad Stad-Rannvro evit ar c’helenn yezhoù Breizh en abeg “d’ar skoilhoù lakaet gant Ministr an deskadurezh-Stad kement war an danvez ha war ar stumm hag an divizoù gortozet chomet direspont”.

Mil a-bouez emañ ar c’henemglev-se evit ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn brezhoneg dre vras kement evit ar rouedad Diwan hag evit ar rouedadoù skolioù publik pe gatolik. Sellet a ra ar c’henemglev-se diouzh sujedoù all estreget ar c’helenn brezhoneg evel diorren ar brezhoneg er vuhez pemdeziek (panellerezh, mediaoù, sevenadur…) ouzhpenn.

An tu nemetañ eo ar c’henemglev-se evit reiñ d’ar Vretoned.ezed ar binvioù evit diorren ha kemer e-karg treuzkas ar brezhoneg. Daoust d’an engouestl kemeret gant ar c’hentañ Ministr d’an 9 a viz C’hwevrer 2019, e framm ar gevrat evit an ober publik e Breizh, ha daoust d’al labourioù don kaset da benn gant ar c’hevredigezhioù ha Kuzul sevenadurel Breizh, n’eo ket bet sinet ar c’henemglev Stad-Rannvro c’hoazh !

N’eus ket mui da dortal ! Bremañ diouzhtu kaer eo ret ober un dra ! O tostaat emañ ar c’hinnig lezenn evit ar yezhoù a vo votet er Vodadenn vroadel ivez !

Goulenn a ra groñs Diwan, Div yezh Breizh, Kelennomp ha Divaskell, kevredigezh nevez ar gerent evit ar c’helenn divyezhek e skolioù katolik, ha Kevre Breizh, kenurzhierezh ar c’hevredigezhioù sevenadurel e Breizh, ma vo sinet ur c’henemglev youlek a-live gant palioù ar politikerezh yezh votet gant ar rannvro a-raok dilennadegoù rannvro e miz Mezheven ha ma vo paouezet da stankañ an traoù gant ar Stad ha dreist-holl gant ministr an Deskadurezh Stad evel pezh zo bet disklêriet gant Loïg Chesnais-Girard.
Setu perak emañ, Div yezh, Diwan, Kelennomp, Divaskell ha Kevre Breizh o c’hervel an holl dud kar d’hor yezh ha d’hor sevenadur da vont da vanifestiñ e Kemper d’ar Sadorn 13 a viz Meurzh da 1 eur 13 d’enderv*
 
evit ma vevo hor yezhoù !
Unanet e vimp kreñv !
 
* Gant ur maskl dre ret ha jestroù herzel e-pad ar vanifestadeg

Dans les réseaux sociaux

Les médias
en breton